DEGEMER MAT E FOLK A L'ESTIU 2013

E Folk a l'Estiu e vez programmet sonerezh ha balioù folk hag hengounel, eus ar Broioù Katalan hag eus Okitania dreist-holl, met digor alies war sevenadurioù bihanniver all eus Europa, e kêr Girona. Ganet eo Folk a l'Estiu diwar ar balioù folk a vez a-hed ar bloaz e Kreizenn Geodedel Sant Narcís ha diwar gentelioù sonerezh ha dañs hengounel Skol-veur Girona. Kinnig ur programmadur digor ha digoust eo ar pal hag ar programm-mañ a zo da gavout e lec'h aes e kinnig sevenadurel kêr. Kinnig a reomp deoc'h programm an hañv-mañ, etre ar 5 hag an 7 a viz Gouere ha fiziañs hon eus e c'hallimp adkavout ac'hanoc'h en hon atalieroù, sonadegoù ha balioù !